Paul Brannigan

E Glasgow, Robbie, deuet da vezañ tad, ne c’hell ket en em zistagañ diouzh e vuhez feller. Ober a ra anaoudegezh gant Rino, Albert ha Mo, ur plac’h yaouank. Evelto e tremen ku-ha-ka hep bezañ toullbac’het, met paket eo gant labourioù evit ar gevredigezh. Harry, an desaver a ra war o zro, a zeu da vezañ o mentor nevez, o reiñ dezho, dre guzh, da anaout ar whisky. Gwelet e vezont e strilherezhioù hag o tañva ar wiski gant tud cheuc’h. Diskuliañ a ra Robbie e zonezon da vlazañ ar wiski, gouest eo da anavezout ar whiskioù dibaotañ, kerañ. Asambles gant e dri c’homper, daoust hag-eñ e raio Robbie e vad eus an donezon-se evit kignat an dud – ur bazenn ouzhpenn en e vuhez fellerha feuls? Pe daoust hag e savo un dazont nevez, leun a bromesaoù ? An aelez ‘ken a oar…

21 août 2015

Lodenn an Aelez

E Glasgow, Robbie, deuet da vezañ tad, ne c’hell ket en em zistagañ diouzh e vuhez feller. Ober a ra anaoudegezh gant Rino, Albert ha Mo, […]